Mont d’an endalc’had

Enez Bouvet

Eus Wikipedia
Pelec'h emañ Enez Bouvet

Enez Bouvet (pe Enez-Vouvet), Bouvetøya e norvegeg, a zo un enezenn e Meurvor Atlantel ar Su, perc'hennet gant Norvegia. 49 km² eo gorread an enez ha goloet eo 93% anezhi gant ur skorneg. Didud eo.

Kavet e oa bet d'ar 1añ a viz Genver 1739 gant ar merdead breton Jean-Baptiste Charles Bouvet de Lozier eus Pleudehen. War e lerc'h eo bet anvet an enez.

Aod kornaoueg Enez Bouvet.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


 
Tiriadoù tramor Norvegia
Enez Bouvet · Jan Mayen · Douar ar Rouanez Maud  · Enez Pêr Iañ · Svalbard